close
Mont d’an endalc’had

Justin Bieber

Eus Wikipedia
Justin Bieber
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhKanada Kemmañ
Anv ganedigezhJustin Drew Bieber Kemmañ
Anv-bihanJustin, Drew Kemmañ
Anv-familhBieber Kemmañ
MoranvJB, Bizzle Kemmañ
Deiziad ganedigezh1 Meurzh 1994 Kemmañ
Lec'h ganedigezhLondon Kemmañ
TadJeremy Bieber Kemmañ
MammPattie Mallette Kemmañ
Breur pe c'hoarJazmyn Bieber, jaxton bieber Kemmañ
PriedHailey Bieber Kemmañ
Kompagnun(ez)Selena Gomez, Sofia Richie Kemmañ
BugelJack Blues Bieber Kemmañ
Yezh vammCanadian English Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetCanadian English, saozneg Kemmañ
Tachenn laboursonerezh Kemmañ
Bet war ar studi eSt. Michael Catholic Secondary School, Stratford District Secondary School, Jeanne Sauvé Catholic School Kemmañ
Deroù ar prantad labour2007 Kemmañ
Relijion pe kredennEvangelicalism Kemmañ
KleñvedLyme disease, geniculate herpes zoster Kemmañ
Sportskateboarding Kemmañ
Perzhiad eIce Bucket Challenge Kemmañ
Voice typetenor Kemmañ
Benveg sonerezhmouezh Kemmañ
PladennrolladurJustin Bieber discography Kemmañ
Tachennsonerezh pop, contemporary R&B, tropical house, reggaeton, contemporary country Kemmañ
Label sonerezhRBMG, School Boy Records, The Island Def Jam Music Group, Island Records, Def Jam Recordings Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.justinbiebermusic.com/ Kemmañ
Dileuriad ar gwirioù a aozerAmerican Society of Composers, Authors and Publishers Kemmañ
Fandombeliebers Kemmañ

Justin Bieber, pe Justin Drew Bieber hervez e wir anv, ganet d'ar 1añ a viz Meurzh 1994 e Stratford en Ontario (Kanada), zo ur c'haner pop ha R&B. Pa oa yaouankik en doa kroget da redek e reuz war Youtube, e-lec'h e oa bet kavet gant Scooter Braun, e wazour. Ar c'haner Usher en deus produet albomoù Justin Bieber. E albom kentañ MY WORLD, a zo bet gwerzhet muioc'h eget pevar milion a skouerennoù anezhañ. Seniñ a ra trompilh, piano, gitar, ha taboulinoù. Anavezet eo abalamour d'e vouezh ha d'e ampartiz da zañsal. Rolloù bihan en deus bet ivez e heuliadoù filmoù.

E vuhez skoliad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe 2007 en deus harzet Justin Bieber gant ar skol evit ober troiadoù e-barzh ar bed. Ur c'helenner a heuilh anezhañ e-barzh e droiadoù evit kenderc'hel da studiañ.

Eñ zo bet intereset yaouank-tre gant ar muzik pa ne oa ket sonerien e gerent. Desket en deus seniñ gitar, piano, ha trompilh dhezañ e-unan. Met evit deskiñ seniñ taboulinoù en doa bet da heuliañ kentelioù. Morse n'en deus heuliet kentelioù kanañ. Da 12 vloaz en doa lakaet e anv en ur genstrivadeg lec'hel. E vamm he doa embannet ur video war Youtube, evit e familh hag o mignoned. Scooter Braun, e wazour da zont, en doa dizoloet ar video ha dibabet da gas anezhañ gantañ da Atlanta. Eno en deus Justin Bieber kejet gant ar c'haner sonaozour Usher. En un doare ofisiel en doa sinet ur c'hevrat gant an ti-pladennoù Island Records e 2008. Embannet en doa e ganaouenn gentañ, One Time, d'ar 7 a viz gouere 2009. E albom kentañ, My World, a zo embannet d'ar 17 a viz Du er Stadoù-Unanet, e-lec'h e vo e penn ar gwerzhioù. Skrivet en deus daou albom, hag enrollet seizh klip video. Kaset en doa troiadoù er Stadoù-Unanet e 2010, goude bezañ graet lodenn gentañ sonadegoù ar ganerez Taillor Swifft. Daoust d'e red micherel berr, en deus resevet kalz prizioù : Teen Choice Awards 2010, MTV Europe Music Awards 2010.