close
Mont d’an endalc’had

Liban

Eus Wikipedia
الجمهوريّة البنانيّة
(al Jumhuriah al Lubnaniah)

Republik Liban
Banniel Liban Ardamezioù Liban
(Sedrez Liban) (Ardamezioù Liban)
Ger-stur: Koullouna Lilouataan

Ni holl evit hor broad, hor banniel ha gloar

Image
Yezh ofisiel arabeg
Yezhoù all galleg, saozneg, armenianeg
Relijionoù muzulmaned 50% ; druzed 5% ; kristenien 45%
Kêr-benn Beirout
Prezidant Joseph Aoun
Kentañ Ministr Nawaf Salam
Gorread
- Hollad
- % dour
160vet renk
10.452 km²
1,6%
Poblañs
- Hollad (est. 2005)
- Stankter
123vet renk
3.826.018
358/km²
Dishualded 22 a viz Du 1943
Moneiz Lur Liban (LBP)
Eur UTC +2
Kan broadel Koullouna Lilouataan Lil
Oula Lil Alam
Berradur Internet .lb
Kod pellgomz 961

Liban (arabeg: لبنان‎, Lubnān), ent-ofisiel Republik Liban, a zo ur riez vihan ha meneziek eus ar Reter-nesañ, war aod reter ar Mor Kreizdouar. Dindan ur gorread a 10 400 km² emañ-hi gant 3 milion a annezidi pe war-dro. En-dro da Liban emañ Siria en norzh hag er reter, Israel er su, hag ar mor a-hend-all eus tu ar c'hornaoueg. Ezel eus ABU hag ar C'hevre arab eo. Beirout eo kêr-benn ha kêr vrasañ ar vro.

Ar yezh ofisiel eo an arabeg, met ar galleg zo un eil yezh implijet el live ofisiel, dreist-holl en deskadurezh. Ar moneiz ofisiel eo al lur libanat. Liban a zo ur vro rannet don a-fet relijion: diazezet eo ar reizhiad politikel war un dasparzh eus ar galloud kenfeurel da bouez demografek pep relijion (sunnit, maronit, druz, alawit...).

Ar Stad libanat evel m'emañ hiziv a zo savet e 1920 dindan an anv « Liban vras » gant Bro-C'hall da-heul Feur-emglev Sèvres hag an emglev Sykes-Picot. Bro-C'hall a oa bet neuze, da-heul dismantr an Impalaeriezh otoman, leuriet gant Kevredigezh ar Broadoù evit melestriñ hag aozañ tiriadoù ez-otoman zo.

Dont a ra ar vro da vezañ dizalc'h e 1943, da-heul gwanaat Bro-C'hall er Reter-Nesañ e-kerzh an Eil Brezel-bed. Etre 1975 ha 1990, ur brezel diabarzh gwadek a eneb ar gristenien ouzh ar repuidi palestinat hag ouzh relijionoù all, dreist-holl ar chiited en em vod dindan Hezbollah Hassan Nasrallah. Siria, Israel ha broioù ar c'hornôg a emell e-pad ar brezel diabarzh-se a wel lazhadegoù e-leizh. Israel ha Siria n'en em denno eus Liban nemet e-kreiz ar bloavezhioù 2000.

Abaoe fin ar brezel diabarzh eo bet adsavet Liban hag ur prantad berzh berr en deus bet a-raok kouezhañ en distabilded gant muntr Rafik Hariri, urzhiet gant Bachar al-Assad moarvat.

E 2026 e chom stanket Liban en un hent-dall politikel gwashaet gant he rannadurioù relijiel ha etnek, ar brezel etre Israel hag an ahel ar Rezistañs (hag a wanaas kalz an Hezbollah), ha kudennoù armerzhel bras. Koulskoude, ar gêr-benn, Beirout, he deus atav ar vrud da vezañ "Pariz ar Reter-Kreiz".

Image
Porzh Beirout gwelet eus an oabl.