Ramadan
Neuz
Ramadan
| Iskevrennad eus | yun |
|---|---|
| Rann eus | Islamic culture |
| Anv ofisiel | arab |
| Relijion pe kredenn | Islam |
| Sevenadur | Islam |
| Raklec'hiet gant | doubt night, Day of doubt, Day of cloud |
| Heuliet gant | Eid al-Fitr |
| Darvoud-alc'hwez | Laylat al‐Qadr |
| Efed | charity, Pardon, Pedenn |
| Pleustret gant | muzulman |
Ramadan (arabeg : رمضان Ramadhan, distaget ivez Ramzan e meur a lec'h) eo anv navet miz ar bloavezh en deiziadur muzulman (Hijri), savet er bloaz 638.
Evit ar Vuzulmaned ez eo ar miz sakrañ a zo er bloaz. E-pad an navet miz eo e vije bet diskuliet ar C’horan d’ar profed Mohammed.
E koun an dra-se e vez yunet gant ar Vuzulmaned e-pad ar Ramadan. E-pad miz eta e rankont chom hep debriñ nag evañ ha hep kaout darempredoù rev etre sav-heol ha kuzh-heol. Unan eus pemp gourc’hemenn diazez an Islam eo yun (صَوْم saoumi) ar Ramadan. Hag un dra ret eo yunañ e-pad ar miz-se evit an holl Vuzulmaned, nemet ne c’hallfent ket evit abegoù yec'hed.
